Seziz Thionville (1792)

Engravadur o taolenniñ Seziz Thionville

Seziz a voe lakaet war Thionville gant un arme a ugent mil Aostrian ha c'hwezek mil a Zivroidi c'hall, Frederic-Louis a Hohenlohe-Ingelfingen en o fenn, adalek ar 24 a viz Eost 1792.

Difennet gant ar jeneral baron Georges Felix a Wimpffen e talc'has penn ar gêr ouzh hec'h enebourien ma voe ret dezhe sevel ar seziz d'ar 16 a viz Here, hep bezañ gellet kemer o c'hreñv war ar sezizidi e mod ebet.

François-René de Chateaubriand hag a oa eus tu ar re gengevredet a oa bet gloazet en degouezh-mañ.


Developed by StudentB